Gant 21 kinnig, bezomp oberiant adalek ar 21 a viz Meurzh evit Breizh.
Savomp agevred ar c’hentañ kantved warn ugent !

Hiziv e rank Breizh ober dibaboù. Fellout a ra d’hor ragtres degas d’ar vro
cheñchamantoù evit talañ ouzh kudennoù an endro. Ezhomm hon eus sikour pep
hini evit dont a benn.
Evit ma vo ar Vreizhiz stummet gwelloc’h evit labourat er vro.
1. Krouiñ ur c’hef rannvroel evit an nevezentioù hag ar postoùlabour:
an enklaskoù uhel, krouiñ ha dioren embregerezhioù bihan ha krenn war
tachenn an teknologiezhioù nevez ha micherioù an dioren padus.
2. Pouezhañ war politikerezh ar poloù kevezusted a‐drugarez d’ar
c’henlabour etrerannvroel, reiñ c’hoant d’an dud sevel
embregerezhioù
war tachenn an artisanelezh, al labour‐douar, ar
pesketerezh, ar c’henwerzh, an douristelezh, an tisavouriezh…
3. Sikour pep lisead da zizoleiñ a‐bep seurt micherioù ha da gavout labour
er vro. Ra vo kempouez an traoù ekeñver
an deskadurezh,
prevez,
publik pe kevredigezhel.
4. Skoulmañ darempredoù stankoc’h etre skolioùmeur
ar vro hag an takadoù micherel
; lakaat buan ar re o deus prenet skiant war ar vicher
da gaout anaoudegezh evit o barregezhioù (VAE).
5. Sikour an deskidi hag ar stajidi da gavout embregerezhioù a implijo
anezho da heuliañ o stummadurioù hirbad : rankout a ra ar Rannvro
bezañ ur rouedad evit ar re n’o deus ket unan.
6. Komz asambles ha kemer divizoù a‐stroll evit diskoulmañ kudenn an
tredan e Breizh . Kavout un emglev evit staliañ ur greizenn tredan
skoazell ouzhpenn da zioren an energiezhioù padus.

Evit ma vo Breizh kempouezh ha tost diouzh pep hini

7. Dioren, ouzhpenn d’an TGV betek Kemper ha Brest, ur rouedad hentoùhouarn
evit an TER
, stumm un « Triskell » dezhañ, o vont eus an
hanternoz d’ar c’hreizteiz (Sant Brieg / An Oriant/ Gwened), sevel ul
linenn Brest/ Naoned diehan. Hag echuiñ labourioù an RN 164.
8. Reiñ an tu d’an dud da veajiñ e Breizh dre holl transportoù boutin gant ur
bilhed hepken anvet « Pass Bretagne ».
9. Reiñ muioc’h a bouez d’an tachennoù gwan, e‐keñver yalc’hadoù, hag
oberiañ da gentañ evit ar postoù‐labour hag ar stummadurioù, al lojeiz, an
transportoù hag ar yec’hed. Sikour da sevel Tiez evit ar yec’hed tost
ouzh al lec’hioù o deus ezhomm anezho.
10. Lañsañ ur raktres bras evit sikour an dud : ar re gozh, an dud nammet, ar
familhoù ha sikour da staliañ tiez retred en un doare kempouez war
tachenn Vreizh.
11. Dont a‐benn da staliañ an uhelgas war an dachenn en he fezh, hag ober
da gentañ war dro an takadoù hag a zo bet disoñjet (pellgomz, skingomz,
skinwel, internet).

Ra vo bravoc’h hor bro, ha padusoc’h.

12. Arc’hantaouiñ ar Ragtres FIER (Fonds d’Investissement pour les
Energies Renouvelables) : ur galv eo evit ar ragtresoù liammet gant
dioren energiezh an heol, energiezh ar mor, ar fotovoltaek, hag ar
metanaat . Goulennet e vefe d’ar Vretoned kemeret perzh evit
ac’hantaouiñ al labourioù‐se.
13. Kinnig da liseoù ar vro staliañ peadra da broduiñ energiezh (panelloù
fotovoltaek da gentañ) gant ar pal bezañ emren : beveziñ = produiñ.
14. Reiñ sikourioù d’an dud evit ma vefe an tiez kozhañ nevezaet da grennañ
an ezhommoù tredan, fioul hag all.
15. Prederiañ war an doare da gas ar varc’hadourezh dre an henthouarn
en un doare efedus, e lec’hioù pennañ ar vro.
16. Goulenn digant ar stad mont war raok war « Politikereh an dour » evit
ma c’hellfe ar Rannvro pledañ gant he labour (stourm a‐enep d’ar bezin
glas), gant ar pal kaout un « dour mat da evañ » e pep lec’h e Breizh.
17. En ur zerc’hel o live produiñ, skoazellañ al labourdouar
hag ar pesketerezh da labourat en un doare poellekoc’h ha doujusoc’h
diouzh an endro.
Krouiñ ul liamm gant an dud a vicher. Ambroug anezho
davet labeloù (Bio, IGP…) evit priziañ gwelloc’h o labour. Sikour war
memes tro da zioren war ar maez ar servijoù, an dudi, an douristelezh, ar
pourmenadennoù…

Savomp asambles ur Rannvro kreñv en Europa : Breizh

18. Lakaat e plas ur politikerezh etrevroadel war an eskemm gant
rannvroioù kreñv
dre ar bed : eskemmoù etre ar gelenerien skol‐veur, ar
studierien, bodañ an embregerezhioù…
19. Ober eus Breizh unan eus Rannvroioù kreñv Europa en ur adunvaniñ
gant al Liger Atlantel araok 2014.

20. Dioren aerborzhioù ar vro (linennoù etrerannvroel hag etrevroadel),
Kemer amzer prederiañ war ragtres aerborzh Notre Dame des Landes
ha prederiañ ivez war an doare ma vefe tu liammañ war eeun dre garr‐nij
Breizh ha kreizennoù ekonomikel ha politikel pouezhus ar bed.
21. Lakaat e plas ur strategiezh digreizenniañ nevez evit dioren sevenadur ar
vro, brudañ pinvidigezhioù hor bro war an dachenn‐se (abadennoù bev,
arzoù, festivalioù, skolioù,…). Liammañ ar barregezhioù micherel, nerzh
ar c’hevredigezhioù ha c’hoantoù ar bobl. Kreñvaat politikerezh yezh ar
Rannvro dre ragtresoù liesseurt evit dioren ar brezhoneg hag ar gallaoueg
(dre ar c’helenn, ar mediaoù nevez hag er vuhez foran) ; lakaat e plas
kentelioù war istor Breizh evit al liseidi hag an deskidi.
Prest omp evit un demokratelezh rannvroel a dost
Bez e vezimp tost deoc’h war an dachenn, aozet ‘vo gant an dilennidi
emvodoù reoliek da selaou ha da zifenn ac’hanoc’h evit ar gwellañ
.
Tag(s) : #MoDem

Partager cet article

Repost 0